àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Deus Breizh da Euskadi : gwriziennan ar ZAD

Deus Breizh da Euskadi : gwriziennan ar ZAD

Adalek fin ar sizhun 'vo bodadeg er ZAD, e Kernitron al Lann. Etre ar 24 a viz Meurzh, hag ar c'hentañ a viz Ebrel 'vo ur strollad kengred ha kemmesk, oc'h embann « deus Breizh da Euskadi, gwriziennañ ar ZAD ». En hañv diwezhañ 'oa bet savet an AmbaZADa, ul lec'h degemer nevez hag aezetoc'h war an dachenn, gant sikour tud deut deus an diavaez, hag Euskariz en o zouesk, c'hoant gante bremañ da gas an eskemmoù pelloc'h, kement ha talvoudekaat al lec'h ivez. 'Hed ar sizhun all 'vo kaozeadennoù, prezegennoù, kaset gant Euskariz ha Bretoned, war sujedoù politikel a denn d'an eil bro pe eben, hag un tamm sell sevenadurel ivez. Ha derc'hel gant ar chañter ouzhpenn, na petra 'ta! Selaouomp tammoù displegadennoù digant Lena Catalan, ha Derv Uheloù, a gemer perzh en aozañ. Aterset int gant Tomaz Laken en Radio Kreiz Breizh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio