àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Fin kevradoù skoazellet c'hoaz e Diwan

Fin kevradoù skoazellet c'hoaz e Diwan

Diaes eo lakaet implijidi, kelennerien, kerent ha bugale Skol Diwan Montroulez. Abaoe penn kentañ ar sizhun e vank un implijiadez 'vit or war dro ar vugale da boent merenn. Disoc'h eo gant kevrad unan eus an implijiadezed 'oa gant ur gevrad skoazellet betek bremañ. Dav 'vefe d'ar gevredigezh 'ra war dro ar skol, an AEP, goprañ unan 'vit or al labour met n'eo ket posubl ket gaozen d'ar PEC (Parcours emploi compétence) 'zo lakaet plas ar c'hevratoù skoazellet. Muioc'h a displegadennoù gant renerez ar skol Isabelle Lucas. Kerent ar vugale 'neunt divizet kas oberennoù da benn 'vit brudañ ar gudenn: warc'hoazh beure 'vint war ar marc'had 'ba Montroulez 'vit ingalañ traktoù ha reiñ da sinañ ur sinadeg souten. Ha 'benn dilun 'vo ur vodadeg dirak an isprefeti da vare 12e 'vit debo ur pik nik. Kalon dezho!

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio