Piv e penn ar PS?
hiziv e vo votet da zilenn un den e penn ar PS, pe strollad sokialour.
Pevar den a zo àr ar renk da glask reiñ buhez d'ar PS en-dro goude disoc'hoù fall oa bet en arbenn ag ar bouezherezhoù prezidant àrlané. Olivier Faure, Luc Carvounas, Emmanuel Maurel hag ar brudetañ anezhe Stephane Le Foll bet ministr ar labour douar. Henoazh, etre 5eur ha 10eur, e pep kevredad ag ar PS e vo votet get an izili neuze, kant daou vil a dud e Frans a-bezh. Bernez Gaudin a zo ezel ar PS en Oriant a-c'houde 1972. Laret a ra deomp pelloc'h a-ziàr an aergelc'h a zo er strollad er Morbihan.