Tud war o leve er straedoù.
Ar mintin-mañ zo bet manifestet gant tud war o leve, diwar galv an holl sindikadoù. An abeg dre vraz a oa da lakad war wel e ya o live buhez war zigreskiñ. Ar bloaz-mañ ouzhpenn, dibaoe miz Genver, zo bet kresket dezho an taosoù o deus da baeañ. Politikerezh ekonomikel Emmanuel Macron 'n eus kaset anezho da baeañ 1,7 poent muioc'h a CSG, pe an « taos sokial hollekaet ».
E plas en em strollañ er prefetioù, pe en iz-prefetier, zo bet gwelet manifestadegoù zoken kêrioù krenn. E Pempoull zo bet 100 den da skouer, e Konk hag e Gwenned e oant 500, 1000 e Kemper pe e Montourlez, 2000 e Brest, 2200 e Roazhon, ha betek 2500 en Oriant, hervez ar gazetenn Ouest Frañs.
Herve, deus Groñvel, a zo skolaer war e leve. Bet voe da vanifestiñ e Kemper, ha displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean perag.