àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Porsall : 40 vlez 'zo oa pense an Amoco.

Porsall : 40 vlez 'zo oa pense an Amoco.

40 vloaz 'zo, warc'hoazh, 'noa graet an Amoco-Cadiz peñse war aod Porsall 'ba kumun Gwitalmeze en hanternoz Bro-Leon. An Amoco 'oa ur vag da gas eoul maen dre ar bed a-bezh n'halle ket bout mestroniet gant akipaj ken ha diwar se aet da stekiñ ouzh an arvor. ha 227 000 tonenn eoul-maen 'oa aet maez eus beolioù ar vag 'oa meret gant ur gompagnuniezh eus Stadoù-Unaned: ar Standard OIl. Unan eus gwalldarvoudoù ekologel gwashañ Europa eo peñse an Amoco. Selaouomp Jo Patinec 'oa eil-maer kêr Witalmeze d'ar poent se. gant Alfoñs Arzel ar maer mil vrudet. Ouzh mikro Ifig Kalvez en Arvorig FM emañ Jo Patinec. Ha warlerc'h ar gwalldarvoud 'oa dalc'het bloavezhioù ha bloavezhioù a stourm dirak al leziù-barn 'vit lakaat Standard Oil da vezañ kondaonet da baeañ an distruj 'oa bet. Ur stourm kaset gant Alphonse Arzel, maer Gwital, met ivez gant Charles Josselin 'oa prezidant Kuzul departamant Aodoù-an hanternnoz d'ar poent se. Deuet oant a-benn: e 1992 'oa kondaonet Standard Oil da reiñ 160 million lur d'ar Stad C'hall ha 220 million lur d'an ensavadurioù lec'hel 'ba Breizh

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio