Nec'het eo ar gelennerien war ar brezhoneg an Deskadurezh Stad
Hirie 'oa kelennerienn war ar brezhoneg o tifenn o micher hag o danvez kelenn e Roazon. Bodet int er stroll nevez savet « Kelennomp ». 'Mañ an opsion brezhoneg en arvar ken emañ evit an distro-skol kentañ. Dec'h 'oa un emvod-labour er rektorelezh da aozañ an distro-skol, tennet zo gonid deus an degouezh gant un 20 kelenner bennaket evit en em reiñ da glevet hirie. Goude merenn 'oant da vezañ degemeret er rektorelezh, 'raok se 'oant en em vodet e ti ar sindikad SNES. Mathieu André, kelenner e Landerne, 'oa war blas, un toullad displegadennoù gantañ. Gant Tugdual Garluer.