àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dalc'het vo da Sikour al Labour-Douar Bio e Breizh

Dalc'het vo da Sikour al Labour-Douar Bio e Breizh

Dalc'het vo evit ur bloavezh c'hoaz da sikour al labourerien-douar bio nevez staliet, evit pez ha sell deus Breizh, da nebeutañ. Ar sikourioù-se, anavezet e galleg « aides au maintien », a voe en arvar, dibaoe m'en oe diskleriet Minist al labourerezh-douar Stefan Travert e miz Gwengolo, ne rafe ket ar Stad war dro ar sikourioù-se mui. Frealzet eo strollad Labourerien Douar bio Breizh, ar FRAB, neuze, bremañ p'en eus divizet Rann-Vro Vreizh da gendec'hel ganto evit 2018. Sikourioù digresket koulskoude. Pa c'helle al labourerien douar bio kaout betek 20 000¬ ar bloaz e pad pemp ploavezh betekhen, ne c'hellint bremañ kaout nemet 7 500¬, e pad ur bloavezh. Yvon Kras a zo dilennad e kambr al Labour-douar e Penn-ar-Bed evit ar sindikad Konfederasion Paizantel. Produer Laezh e Bio, reiñ a ra e soñj war ziviz ar Rann-Vro deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio