àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Minority Safepack : Mall eo sinin !

Minority Safepack : Mall eo sinin !

Ur lezenn european àr dro ar yezhou bihan. Setu pal ar skridgoulenn sitoyan anvet Minority Safepack a zo en termen-mañ. Gres d'ar benveg-se e c'hellehe ar sitoyaned goulenn get an unvaniezh european ma vo graet ur lezenn a-ziàr ar minorelezhoù hag e vehe ret d'ar broioù doujiñ doc'hti. Evit donet da benn eo ret ma vo sinet get ur milion a dud er 27 vro ag an europ. doc'h ma sell Frans eo bet goulennet kavout 50 000 sinadur mes pell c'hoazh omp ag ar sifr-se ker deus ket meit 3100 a dud o deus roet o souten betag bremañ. Emañ ar strollad ai'ta é klask chechiñ an dud davet ar sinadeg-mañ evit ma vo tizhet ar pal. Gouiamp pelloc'h get unan a izili ar c'holektif. muioc'h a ditour àr minority-safepack.eu pe dre lec'hienn aita.bzh

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio