àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Eskern kavet e kêr ar familh Sezneg

Eskern kavet e kêr ar familh Sezneg

Kavet zo bet eskern e pezh a voe douaroù ar familh Sezneg. Kant vloaz 'zo tost eo aet Pêr Kemener, kuzulier departamant Penn-ar-Bed, diwar wel. Un afer 'n eus laosket roudoù, pa n'eus ket bet adkavet e gorf, ha kondaonet hep prouenn Gwilhou Sezneg evit e vuntr. 14 gwezh voe bet klasket digerriñ an afer en dro gant e familh, ha nac'het gant ar justis. Ma vez dizoloet e oa an eskern Kemener ar re bet kavet disadorn ha disul e Montroulez, e vefe adlañset an enklaskoù. Evit poent zo bet ehanet gant ar furchadeg, da c'hortoz disoc'hoù an analizoù. N'eus netra sur da geñver orin an tamm askorn koulskoude, daoust ma zo bet lâret disadorn gant ar medisin bet sellet deuhoutañ, e helle bezañ a orin bugel-den. N'emañ ket a-du gantañ lod skiantourien all. Hervez antropologourien bet sellet deus ar poltridi, e vefe kentoc'h sur e voe hini ul loen yaouank, deus stumm ha deus ment an askorn.Bernez Rouz 'neus bet skrivet ul levr diwar benn an afer. Displegiñ a ra deomp perag zo bet divizet da gleuziañ war dachennoù ar familh Sezneg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio