àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kreiznoz Pondi : digor eo an hent.

Kreiznoz Pondi : digor eo an hent.

Setu digoret an hent en tu doc'h ar c'hreiznoz a Bondi. Gortaet braz e oa get annezidi ar c'humunioù lec'hiet doc'h an tu-se a Bondi èl Klegereg, ar Gemene, Silieg pe Segelian. Hag gortaet iwez get an dud a zo é chom e karterioù Treleau ha Stival e Pondi. Eno e tremena gozik 7200 oto pe karr-samm bemdez. Siouloc'h ha suroc'h e vo an daou garter-mañ hag aesoc'h e vo monet ha donet e tu ar c'hreiznoz neuze. Daou bont a zo bet savet, a-hus d'ar ganol hag a-hus d'ar Blanwezh, ha koustet en deus ar pennad-hent 19 milion a euroioù d'ar c'huzul-departamant. Hiziv neuze e oa bet igauret àr an ton braz get an dilennidi. Gouiamp pelloc'h get Serj Moelo, Maer Silieg ha bet kuzulier kanton Klegereg anezhoñ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio