Saloñs al levrioù 'ba Gourin 'zo d'ar mare 'mañ
E-kreiz saloñs ar levroù evit ar yaouankiz e bro ar Roue Morvan emaomp.
Kroget eo bet diriaou paset e Gourin hag e pado betag disul eno, e Tronjoly e-raok chenj lec'h da vonet d'ar Gemene etre an 30 a viz Geñver hag ar 4 a viz C'hwevrer. A bep seurt emgavioù a zo kinniget èl atalieroù, abadennoù lenn, arvestoù ha emgavioù get skrivangnourion. An digarez eo evit ar vistri-skol d'ober ur labour er c'hlas tro dro d'ar lenn ha da levroù o deus lennet. Hiziv e oa bugale klasoù divyezheg skol Jean Moulin e Langoned ha skol Jean Rostand e Gourin. Hiroc'h get an div skolaerez, Loeiza Quere ha Nolwenn Le Nouveau. doc'h mikro Yaelle ar Mouel.