àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

brezhoneg : ur gavadenn zibar en Ardewen

brezhoneg : ur gavadenn zibar en Ardewen

Ur gavadenn zibar a zo bet graet en Ardewen e miz mezhewen paset ha pa oa bet dijablet porzh ar person. 25 kaierad ha lan a baperioù skrivet e brezhoneg get daou veleg : an aotrou Mathurin Oliviero ganet e 1860 hag an aotrou Pierre-Marie Rival ganet e 1861. Fiziet eo bet an traoù get ti-kêr an Ardewen e Ti Douar Alre, dezhe da welet peseurt talvoudegezh oa d'ar skridoù-se. Hag ur pezh a drezol a zo bet kavet, talvoudus braz doc'h ma sell ar yezh, ar relijion hag ar fesonioù da veviñ en amzer-se da lâret eo penn diwezhañ an nandekvet kantvlead ha penn ketan an ugentvet kantvlead. Gouiamp pelloc'h get Daniel Carré, prezidant Ti Douar Alre.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio