NDDL : sonj Rannvro Breizh.
Bras ar c'heloù dec'h ha gortozet e oa abaoe bloavezhioù: ne vo ket savet aerborzh ebet e Kernitron al Lann. Graet 'neus ar gouarnamant e soñj, daoust d'e youl gwir marteze, met en ur sellet doc'h ar rann re vras a lakae etre an dud evit an aerborzh hag ar re enep. Bremañ eo gwelet penaos 'vo graet hep, ha penaos ingaliñ gant aerborzhioù all. Rannvro Breizh 'doa embannet bout evit ma vehe savet un aerborzh, peseurt sell zo bremañ, selaouomp ali Gerard Laheleg, bezprezidant ar rannvro e karg deus an trañsportoù. 'Mañ gant Tugdual Karluer