àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Setu ar pezh a gaver en abadenn 'mañ : Damp' Soñj, setu ur gronikenn nevez kaset a benn get Christophe Guilloux. Komz a ray ag politikereh, hag an traoù a lak anezhañ de vout sabatuet, kountant pe kounaret ! Ar suhun 'mañ en deus lakaet ar gomz à-ziar an dishingalded a vez kavet c'hoazh a fed c'hopr etre ar merc'hed hag a paotred. (30') Toaz choko, un doare de zebriñ chokolat àr bara, graet genoc'h ! Displeget e vo penaos e c'heller gober get marie-Cécile Belz, aterset eo get Andrea Ar Gal evit ar gronikenn Keginerezh (14') Spergula Avensis : pebezh anv skiantel. Anv ur blantenn, muioc'h a zisplegadennoù get Patrig Drean en e gronikenn Plantenn ha Plantenn, enrollet get Andrea ar Gal. (5') Tonioù : Altan, Ma Théann Tu 'un Aonaigh Lena Chamamyan, Lamma bada Yatathanna O' brother, I am a man of onstant sorrow Hamon Martin Quintet, J'ai fait un rêve Luge, Radio tigre David Pasquet, Scottish Cesar Ronan Le Bars Group, Marche ar raok mont da soudard
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio