Ma vo kendalc'het get an hentad divyezheg er skolaj e Gourin.
Setu pezh a c'houlenna dilennidi ar vro ha kerent ar vugale skoliataet e skolioù publik Langoned ha Gourin. Disadorn e oa bodet kant a vanifesterien dirak dor ar skolaj Chateaubriand. E-korv ar c'huzul akademiezh ag ar yezhoù rannvroel, dalc'het e miz gwengolo paset e oa bet embannet penaos ne vo ket digoret an hentad 'benn miz gwengolo kentan, pezh oa sanset d'ober, mes daleet 'benn 2020 pe 2021 zoken. Un dra n'eo ket an dud àr an dachenn evit kompren ha pa oa bet digoret un hentad divyezhet e skol bublik Langoned 5 blez 'zo, get ar pal krenvaat an hentenn just a-walc'h. Gouiamp pelloc'h get Aleksis Hié, implijad e Bod Kelenn, a laboura da sevel krog ar brezhoneg e bro ar Roue Morvan. Get Yaelle ar Mouel.