àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Trec'h an dizalc'hourion e Katalunya

Trec'h an dizalc'hourion e Katalunya

Aozet voe du-hont ar rakdilennadegoù evit dilenn kannaded nevez ar Parlamant. Un dregantad braz a dud o deus kemeret perzh : gant 82 % deus an dud o vont da votiñ e oa ur votadeg istorel. Evit poent 'n eus strollad politikel ebet en eus ar muiañ niver drezoutañ e-unan. « Ciudadanos », ar strollad kreñvañ e touezh a re a zo evit chom e bro Spagn, 'n eus bet 37 plas kannad diwar 135. « Junts per Catalunya » (strollad Carles Puigdemont, ar Prezidant katalan bet kollet e didtl gantañ) a zo an eil gant 34 plas. Gael Roblin, ezel ar strollad Breizhistañs, a zo aet e Katalunya da vare ar referendum e miz Here. Heuliañ a ra ar c'hoari politikel katalan a dost. Reiñ a ra e soñj deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. Carles Puigdemont en eus kemeret ar gaoz kerkent dec'h da noz, deus Bruksel. Laouennaet e voe, pa 'z eo aze evitañ un disoc'h ha n'hello ket den breutal (tabutal). Kinniget 'n eus da gentañ ministr bro Spagn en em gavout asambles evit adlañsiñ an eskemmoù. Nac'het eo bet dezhañ. Evit Mariano Rajoy eo gant an intron Arrimadas en efe d'en em gavout, p'eo hi he deus gounezet an dilennadegoù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio