"Le mystère du Triskell", e Grevaj Stad an Henbont
« Le mystère du Triskell », setu titl an arvest a vo kinniget a-hed ar vakañsoù Nedeleg e Grevaj Stad an Henbont. Savet eo get izili ar gumpagnunezh « L'art est cabré ». ar re-mañ a za ag an Auvergne mes c'hoant o doa lakaat mojennoù Breizh àr-wel. Setu m'o deus goulennet get Gwenegan Caouissin hag a laboura er mirdi er grevaj stad, sevel un istoer hag a vo kontet get ar varc'hegerion hag ar roñsed. Displegiñ a ra deomp penaos en deus labouret gete ha petra vo da welet en arvest, un darvoud hag a ra berzh ker e tolpa 14 000 a dud bep blez. Gwenegan Caouissin a zo doc'h mikro Yaelle ar Mouel.
« Le mystère du Triskell » da welet adal an 23 a viz Kerzu betag ar 5 a viz Genver e Grevaj Stad an Henbont.