Fin ar blez : ur prantad a-bouez evit ar chokolatourion.
E tostaat emañ gouelioù fin ar blez.
Ur prantad a-bouez braz evit ar chokolatourion a-vicher. d'ar mare-mañ ag ar blez eo ma vez graet ar lodenn vrasañ ag o sifr afer àr un dro get prantad pask. E ti Henri Le Roux e Landevant e vez alejet madigoù chokolad ha karamel. Mes brudet eo evit bout bet lakaet ar c'haramel graet get amonenn-sal àr-wel. Ar blez-mañ eo bet lidet 40vet blez ma oa bet savet sekred ar CBS get Henri Le Roux. Gouiamp pelloc'h get Yoran Plouzenneg, hag a laboura eno é ober karamel ha chokolad.