Portugal, Galicia, Asturi : sikour goude ar gwall-danioù
E miz Gouel-Mikel paset e oa bet gwalldanioù e bro Portugal, Galicia hag Asturias.
E-pad 5 devezh en doa an tan losket ouzhpenn 50 000 hektar a zouaroù. 45 a zo marv er gwalldaolioù-se. Da sekour gete e vo ur fest-noz souten 'benn disadorn en Alre. Savet e vo diàr youl un nebeut tud tost o c'halon doc'h ar broioù-se. En o zouezh emañ Marie Le Cam. Displegiñ a ra deomp penaos eo bet roet lañs d'ar barrad kenskoazell-mañ ha da betra servijo an argant dastumet.