ZEBDA "Second tour" (2012) 1/5
Distroet ew Zebda e 2012, ha nerzh gete, goude un ehan a 7 vlez. Embannet o deus o hwehved albom, Second tour, lan a ganennow festus, awenet ataw ged talvoudegezhiow human, ar hengred, an eskemm. Magyd Cherfi, Mustapha, Hakim Amokrane hag o hileed n'o deus ket kollet ar spered en doa o laket da voud anavet ha karet e fin ar 90s.
"Tomber la chemise", "Le bruit et l'odeur"... berzh en doa gwraet Zebda d'ar mare-se, en diavaes a Frañs iwe, meur a lore o doa bet, hag e 2003 o doa 'n em lañset ba raktressow solo. Àrlene e oant bet klewet àr ar leurenn en-dro, ged o sroiad anwet Premier tour, ha kemenniñ a rae an albom da zoned.
Posiow a-zivoud an deskadurezh ("Les deux écoles"), an niqab ("Le théorème du châle"), an dud disvroet ("Un je ne sais quoi")... Toniow ha kempennow liesliw : rock, ska, arab, oksitan... Gouiet o deus gouarniñ ur son hag a anavamp a-benn, ha chomel tost doh poaniow ha goueliow ar gevredigezh a-vremañ. Ur blijadur ew adkavoud ar paread a Doulouse, raog o hlewed e-pad an Erer-Kozh 'benn ar sizhun.
FABIENNE THIBEAULT "Ma mère chantait"
in Le blues à Fabienne (1982 . Warner)
> Lehienn ofissiel
LOUIS CHÉDID "Chat noir - Laurent Garnier Remix"
in SP (2012 . Atmosphériques)
> Lehienn ofissiel
BENJAMIN PAULIN "Les fleurs en plastique sont éternelles"
in 2 (2012 . AZ)
> Lehienn ofissiel
BB BRUNES "Coups et blessures"
in SP (2012 . Warner)
> Lehienn ofissiel
ZEBDA "Le talent"
in Second tour (2012 . Barclay)
> Lehienn ofissiel
MICHEL TONNERRE "Lorient Port-Louis"
in Kanaka (2003 . Créon Musique)
> Lehienn ofissiel