Penaos derc'hel nerzh ar c'hevredigezhoù hep kevradoù sikouret?
E miz Eost oa bet embanet gant gouarnamant Frañs e vo un tamm mat nebeutoc'h a c'hevradoù sikouret CAE-CUI. N'eo ket echu ar c'heloù-mañ d'ober reuz. Dirgwener o deus tri aozadur braz bed kevredigezhiel en em vodet. « Lusk Kevredigezhiel Breizh » (MAB), « Kuzul Sevenadurel Breizh » ha « Kambr Rann-vroel an Ekonomiezh Sokial ha Kengred » (CRESS), o deus graet anavegezh an eil re gant ar re all e Roazhon. Ar pal a oa da ijinañ doareoù da zerc'hel nerzhus ar c'hevredigezhioù. Bernez Rouz a zo prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh. Emañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.