Savetiñ an atant Traon Bihan e Brest.
Gant Valerie ha Philippe Nicol 'zo savet 45 buoc'h 'ba ti-feurm Traon-Bihan 'ba Brest!!! Daou beizant 'zo o terc'hel un atant bio hag a ya mat tre. Ganto 'zo implijet 150 devezh arat a douaroù bio. Hervezo 'vefe adtapet war dro 45 devezh arat 'vit sevel un eko-karter gant kêr Vrest, ur raktres hag a zo anavezet abaoe pell. Pezh 'zo 'zo prestet ul lodenn vat eus an douaroù d'ar familh Nicol gant Brest hep ma 'vefe na skrivet na sinet ur gevrad ganto. Hep an holl douaroù 'neunt, 'vit poent, n'hall Valérie ha Philippe kenderc'hel da broduiñ laezh awalc'h evit bevañ diwar o labour. Skoazellet int gant ar GAB 29 (Groupement des agriculteurs Bio). Ezel eus ar strollad 'mañ emañ Marc Paugam eus Lanhouarne. 'Benn fin ar sizhun 'kemero perzh 'ban daou devezh oberenn 'vo savet gant ar GAB 'vit diskouezh talvoudegezh an ti-feurm 'zo 'ba karter KerBêr. Ouzh mikro R1 Blanchard emañ.