Un eil koulzad "C'hoari ha desko" 'zo filmet gant Brezhoweb!!!
Roet eo bet lañs da eil koulzad « c'hoari ha deskiñ » war Brezhoweb.
Skignet e vez an abadenn-mañ bep sihun war ar chadenn dele war internet. Un c'hoari war ar brezhoneg eo gant goulennoù diwar-benn ar yezhadur, ar c'hemmadurioù, ar gêrioù dre skwer, kement-mañ da gaout plijadur ha da wellat ar yezh. Kenginniget e vez get Tangi Merien ha Sten Charbonneau.
Goude Gwened, Gwengamp, Brest, Karaez pe Sant Ervlan, e oa en em staliet ar skipailhad e Kemper diriaou hag en Oriant digwener e Ker ar bageal. Teir abadenn a zo bet filmet eno get tud yaouank, tud é teskiñ ar yezh ha brezhonegerion gourdon (ampart) dija. Gouiamp pelloc'h get Dewi Siberil, kenurzhier an abadenn. doc'h mikro Yaelle ar Mouel.