6vet Redadeg : A Gemper da Blougerne
D'ar 4 a viz Mae kentañ e lorc'ho ar 6vet Redadeg eus Kemper. 10 vloaz 'zo 'oa roet lañs d'an darvoud dibar 'mañ, ur redadeg a bep eil 'vit treuziñ Breizh, lakaat war wel ar brezhoneg, skoazell Diwan ha sikour kas raktresoù a denn da yezh ar vro da benn. Hiroc'h hirañ eo ar Redadeg: kroget 'oa gant 600 km hag e 2018 eo 1800 km 'vo galoupet gant ar milieroù a dud a gemero noz deiz enni. Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg 'zo embannet ur bladenn gant tonioù bet savet 'vit reiñ ton d'ar gouel, ur genstrivadeg selfi a c'heller kemer perzh enni 'zo kinniget ivez. Peadra da gaout plijadur, plijadur 'oa tem ar Redadeg diwezhañ. An taol 'mañ eo ar brezhoneg liesliv 'zo bet choazet. Kement 'mañ a gas d'an 12 a viz Mae p'en em gavo ar c'hours 'ba Plougerne. Hag an dro 'mañ 'vo ar wech kentañ 'vo aozet gant kumun an erru degemer ar Redadeg: kêr Blougerne asambles gant an aozerien 'neus kemeret war e chouk pep tra. Setu 'pezh 'oa displeget deomp gant Yannig Robin, maer Plougerne ha Jerald ar Gov co-prezidant ar Redadeg. Emaint ouzh mikro Erwan Blanchard.