àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Niverelet eo an enrolladennoù graet gant skipailh E. Morin e 1965 e Plozevet

Niverelet eo an enrolladennoù graet gant skipailh E. Morin e 1965 e Plozevet

50 vloaz goude enklask braz Edgar Morin e kumun Plozevet, eo niverellet ar sonioù bet tapet gantañ eno. E 1965 'n eus ar sokiologour brudet kaset un enklask du-se, ha skrivet ul levr daou vloaz goude bet graet kalz berzh : « Une Commune en France. La métamorphose de Plodemet ». Ul levr berr a walc'h, pa weler ar gementad a ditouroù bet dastumet gant e skipailh. 300 eurvez eskemmoù gant tud Plozevet a zo bet enrollet da skouer. Ul labour dibar evit ar mare, ma ne oa ket kaset seurt enklasoù hir. Diwar intrudu unan deus enklaskerien 1965 o labouriñ er CNRS, int bet niverellet ha titouret. Ur raktres anavezet Plozcorpus. Gellet a rec'h mont da glask an titouroù war lec'hienn Dastumedia, met an enrolladennoù vez dav mont da selaou anezho e Dastum Roazhon, evit abegoù gwirioù. Met ouzhpenn al labour niverelliñ a zo bet. E Plozevet memes, vez kaset ur raktres enklask asambles gant ar sitoyaned (recherche participative). Anavezet eo bet Polzarch. Gilles Goyat, o chom e Plozevet, a zispleg da Dunvezh Wloagen-Grandjean penaos eo bet savet ar raktres.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio