Kenderc'hel 'ar ar stourm ouzh ar meingleuzioù
Disadorn 'oa galvet d'en em vodañ e meur a lec'h 'enep d'ar raktresoù bras ha diezhomm, diouzh 'oa embannet gant an aozerien. E Gwengamp 'oa galvet d'en em vodañ dirak an isprefeti goude merenn en ur mod fest 'enep d'ar raktresoù mengleuzioù er vro. Lañset 'oa ar galv gant Douar Didoull, ar gevredigezh hag a stourm enep d'ar raktresoù mengleuzioù gant ar stal variscan war-dro da Lokenvel, e bro Dreger, met adkaset 'oa ar galv gant an enebourien d'ar raktresoù minoù e bro Silieg ha Merleac. Kristof Marquier 'oa dirak an isprefeti e Gwengamp disadorn, lâret 'ra deomp p'ra zo kaoz. Gant Tudual Karluer.