Un devezh manif a zo bet hiziv.
Hirie 'oa manifestet a-bep tu ur wezh adarre 'enep d'an ordonañsoù da gemm kod al labour, ha da bolitikerezh « sokial » Macron.
E Karaez ne oa ket ur bern tud war ar straedoù, ur c'hant bennaket, met ispisial e oa dre m'emañ implijidi an ti-post oc'h ober grev abaoe ur 15tez. Amañ evel e lec'h all 'oa bodet an dud diwar galv CGT, FO, Solidaires, FSU, ha sindikadoù lec'hel. Selaouomp Gregoire Ar moal, a oa o vanifestiñ e Karaez evit ar beure. deus mikro Tugdual karluer.