àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Deskiñ brezhoneg dindan 6 miz gant Stumdi... 'ba Pondi!

Deskiñ brezhoneg dindan 6 miz gant Stumdi... 'ba Pondi!

Stumdi 'vo 'ba Pondi 'benn an 10 a viz Genver. Digoret 'vo ur stummadur da zeskiñ brezhoneg e-korv 6 miziad eno. E ti ar gevredigezh Dihun e vo gouestlet ur sal d'ar greizenn stummiñ. Pell 'zo e oa skipailhad Stumdi é klask en em staliañ er vro. Ha tud ar vro oa é c'houlenn kement-se iwez, ha pa oa ret d'ar re doa c'hoant da heuliañ ur seurt stummadur da vonet betag Aredoñ, Planwour pe Sant Brieg zoken. Setu lakaet o anv get 6 den dija, hag e choma lec'hioù da zegemer tud c'hoazh. Spi zo get skipailhad Stumdi ma vo dalc'het get ar lec'h kelenn nevez-mañ. Hiroc'h get Claudie Malnoe doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio