àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An devezh 11 a viz Du "lidet" 'ba Prevel gant ar c'hevredigezhioù a stourm 'vit ar peoc'h

An devezh 11 a viz Du "lidet" 'ba Prevel gant ar c'hevredigezhioù a stourm 'vit ar peoc'h

Disadorn, 11 a viz Du, oa lidet arsav ar brezel bed kentañ. Un devezh, dreist holl, evit derc'hel soñj deus ar re 'zo marvet d'ar poent se : 18 milion den a zo marv en holl etre 1914 ha 1918. Evit lod eo ivez un digarez da stourm evit ar Peoc'h. Ar gevredigezh "Preder frank" Libre Pensée) a aoza emgavioù bep bloaz d'an deiziad-se evit goulenn ma vo didammallet ar 639 soudard gall fuzuliet evit ar skouer gant arme bro Frañs. 83 emgav a seurt-se a oa dalc'het disadorn e bro C'hall. E Penn-ar-Bed ez int en em vodet e kumun Prevel, e bro ar C'hab. Asambles e oant gant izili 5 kevredigezh all a zo enep politikerezh brezel bro C'hall : « Enrollidi Kozh an Aljeri Enep ar Brezel » (4ACG), Fraternité Dournenez (o sikour ar repuidi), sindikad ar CNT, « Lusk ar Peoc'h », ha « Skol-Veur European ar Peoc'h ». En o zouezh e oa Jean Mioseg deus ar 4ACG ha Herve Kadiou deus Skol Veur ar Peoc'h. Respontiñ a raent da c'houlennoù Tunvezh Wloagen-Grandjean. A hed al lid o deus pep kevredigezh degaset da soñj euzoù ar brezelioù bet kaset gant Bro C'hall hag a vez kaset c'hoaz. Ar vro hag a zo 3de gwerzer armoù ar bed, 'n eus, gant ar prezidant nevez, ur bolitikerezh da greñvaat an arme : ur c'hresk a 5,6 % deus budjet an arme a zo bet evit ar bloavezh 2018.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio