àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Yezhoù ha Yec'hed

Yezhoù ha Yec'hed

D'ar mare ma vez preget kalz deus louzoù chimik oc'h ampoezoniñ al labourerien douar, ha p'emañ 200 bro strollet e Bonn evit ar C'hOP 23 war an hin, e vez gwelet eo diaes cheñch an doareoù d'ober. Koulskoude, ouzhpenn an endro hag a zo distrujet, eo falloc'h fallañ yec'hed an dud gant ar gevredigezh a-vremañ. Saotradur an aer, pestisidoù er boued, chom difiñv en e vurev a-hed an deiz. P'eo deuet da vezañ dibosubl beviñ en un endro net, hag a-raog dont a-benn d'ober en ur mod-all, e dav kavout doareoù da veviñ hag a sikour chom yac'h. E St-Ervlan, el Liger Atlantel, e vez kinniget d'an dud gouiziegezhioù kozh meurbet gant ar pal lakat ar c'horf hag ar spered da vezañ yac'h. Arnaud-Jamal Abdul-Sater a zo kelenner er gevredigezh Yezhoù ha Yec'hed. Emañ gant Laetitia Fitamant deus Radio Kerne. Un dra ispisial a zo gant e gentellioù : kinniget int e galleg mez ivez e brezhoneg. Implijet vez an disiplinoù korfel gantañ evit mont war raog gant ar yezhoù en ur implij gêrioù arbennig ar c'horf hag ar fiñvoù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio