àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Studian glad Bro Gwened

Studian glad Bro Gwened

Un devezh-studi tro dro da glad Bro Gwened oa en Alre disadorn. Savet eo bet an devezh-se evit an deirvet gwezh get Ti Douar Alre. Un devezh get prezegennoù a-bep seurt hag a laka an dud da anavout gwell glad a Vreizh. Komzet eo bet ag an dastumer Joseph Mahé get Roland Becker, an istoerour Korantin Denis en deus diskwezet petra ra dibarelezh ar gweleoù kloz e bro Gwened, komzet en deus iwez a zaou dra a-bouez : ar bara hag an amonenn. Get Daniel Carré eo bet preget a-ziàr ar gwallavel. An digarez vez seurt devezhioù da c'houiet hiroc'h èl rezon mes iwez da sevel goulennoù ha da eskemm. Selaouamp doc'h Padrig Dréan oa bet é kemer perzh. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio