100 vloaz savadur en enor d'ar re varv e Mourieg
100 vlez eo ar savadur en inour d'ar re varv e Mourieg e-tal Logunec'h.
D'ar 4 a viz Kalan-Gouianv (du) 1917 e oa bet igauret. Staliet eo an delwenn e-kreiz ar vered er barrez. An hani ketañ e Breizh hag unan ag ar re getañ e Frañs a-bezh doa bet ar soñj inouriñ ar re varv er brezel 1914-1918. Disadorn e oa graet ur lid neuze, kant vlez goude, deiz evit deiz. Pedet e oa bet an isprefed Mickael Doré, ar beleg hag ouzhpenn 80 den é tougiñ bannielloù, re a gevredigezhoù da zerc'hel soñj ag an dud marv er brezelioù hag ar Vouriegiz da gemer perzh. En mesk gete e oa Germaine Chevillard a Vourieg.