diskouezadeg diwar-benn Lucien Prigent, kizeller
Tost da ugent vloaz zo 'oa marvet Lucien Prigent, ur c'hizeller bet ganet e Tremel e 1937, bet bras e levezon war ar gizellerien all diwar-dro.. Evit lidañ ugent vloaz e varv 'vo diskouezadegoù e meur a lec'h, unan anezhe evit an deizioù e Plegad Moezan, ma oa bet o chom.
Selaouomp Suzanne Prigent, e wreg, ha Michel Bourhiz, kizeller hag ezel deus ar gevredigezh «mignoned Lucien Prigent», hag en deus savet an diskouezadeg 'vo da welet e Plegad betek fin ar sizhun. Hemañ a lâr deomp 'oa bet krouet ar gevredigezh nebeudig war-lerc'h ma oa marvet Lucien Prigent. Gant Marie Laure Groix, en RKB.