àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digor eo ar Mamm Douar Kafe en Alre

Digor eo ar Mamm Douar Kafe en Alre

Setu un davarn savet get ar gevredigezh Ingalañ Bro an Alre. Dalc'het eo get an dud a-youl vat hag un implijad. Ouzhpenn un davarn eo, ur gwir lec'h eskemm da vrudiñ mennozhioù ar gevredigezh, èl ar c'honwers reizh, ar c'honwers lec'hel iwez, pe stourmoù ar pobloù èl an Amerindianed er Stadoù Unaned pe ar Vapuched e Amerika ar C'hreisteiz ha c'hoazh. Ur GASE a vo lakaet e plas edan berr iwez, evit ma c'hello an dud preniñ marc'hadourezh bio a-stroll, hag ur lec'h da zegemer sonerion. Ur statud ispisial a zo d'an davarn ker emañ ret bout ezel da c'hellout monet e-barzh. Ur raktres hir eo bet èl ma lâr deomp Gregory Evenas, den a-youl vat er gevredigezh. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio