àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gabriel et la montagne

Gabriel et la montagne

SIN-171006-GABRIEL ET LA MONTAGNE.docx GABRIEL ET LA MONTAGNE Ur film sevenet gant : Fellipe Gamarano Barbosa (2017). Gant : João Pedro Zappa, Caroline Abras (2e11). Ar re o doa bet tro da weled film Sean Penn, Into the wild, e 2007, a gavo traoù hañval er film franko-brezilian-mañ : en daou film e vez diskouezet istoer un den yaouank é kuitaad e vuhez ordinel evid moned gant e hent. Tra ma oa Into the wild istoer un den é klask kuitaad e vro da vad evid en em gavoud e-hunan en natur gouez, n'eo ket tre pal Gabriel Buchmann amañ. Savet eo bet ar film evid derc'hel soñj anezhañ. Studier e oa, ha degemeret en ur skol-veur vrudet ag an Amerik, ha kent krogiñ da vad gant e studïoù nevez en doa bet c'hoant ar paotr d'ober un tamm tro dre ar bed. Setu e oa bet e bro India hag e broioù arall dija, mez ema ar film a-zivoud e damm beaj en Afrik. Afrik ar reter, pandeogwir e vez gwelet er C'henia, en Tanzani, er Zambi, er Malawi. Petra ema an den é klask ? Ne ouiomp ket re. Ar pezh a zo sur : prez 'vez warnañ ha dedennet"braz e vez gant blein ar menezioù a gav er broioù treuzet gantañ. N'hell ket chom heb krapiñ war ar C'hilimandjaro, da skwer. Un den digourdi eo, aez dezhañ moned e darempred gant an dud en-dro dezhañ. Gouest da gomz portugaleg, evel-rezon, mez ouzhpenn-se saozneg ha galleg tamm pe damm. Ouzhpenn-se e ta aez a-walc'h gantañ tammoù kentañ ar yezhoù komzet er broioù gweladennet. Ne faota ket dezhañ c'hoari e damm tourist. Ha setu perag marse e tosta an Afrikaned doutañ, é klask gouied hirroc'h war e-zivoud, ken dibaot a wezh e welont tud wenn ken simpl o modoù da vevañ, ken tost douzh o re. Ar pezh a blij dezhañ, douzh a seblant, zo splujañ e buhez an dud eno. Goulenn a ra gante, ha heb ardoù, mar gell moned da gousked gante en o zier. Prest eo da ganañ sonennoù e vro evid respont da re e ostizion. Da lâred eo e oui petra a c'hell un eskemm boud. Gouied a ra petra eo pinvidigezh an denelezh. Ar binvidigezh-se n'he deus ket dober a bompadoù, a vragerisoù, a aour pe a argant en ti-bank. Ar re baour a oui (liez) eskemmañ o faourentez, ha leuniañ a ra an dra-se kalonoù an oll, braz ha bihan. Kavet en doa Gabriel ur plac'h ag e vro pa oa e India, ha hi a oa daet d'henn gweled en Afrik, da dremen ur pennad amzer gantañ. Diskoueziñ a rae an traoù moned mad etreze, daoust ma santer ar plac'h tostikoc'h douzh he mod-orin da vevañ. Er film e santomp an den yaouank é troiñ a zeiz da zeiz. Lâret e vez liez n'eus pal ebed d'ar vuhez, nemed unan : an hent a yaomp gantañ. An hent a vehe ar pal. Hag an heni a ya en hent ne chom ket digemm. Desket e vez traoù gantañ, dre ar pemp skiant, hag an deskamant-se a ra e labour en diabarzh, beteg chañj e fesonoù da weled an traoù, da gompren ar bed, da goñseviñ ar vuhez. Ha c'hoant Gabriel da voned ataw da benn an hent, da sevel beteg ar menezioù uhellañ, a c'helle boud sin un enklask kuzh ne ouie ket zokén marse petra 'oa. Ne chelaoue ket douzh an dud tro-dro pa lârent dezhañ diwall. Ne chelaoue ket doute pa glaskent henn lakaad da voned difonnoc'h gant e gerzhed pe e redeg. Rag n'eo ket ar menezioù-se tachadoù disakr. Speredoù a véw warne, speredoù tuet mad pe tuet fall, ha gwa d'ar re na ouiont ket ober gante. Kavet e oa bet ar paotr marw war lein ar Mulanje, er Malawi. Ha den ne ouio perag. Jean-Claude Le Ruyet.20171006b.232F.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio