Manifestadeg souten dizalc'hourien Katalugna e Gwengamp
Dec'h 'oa bodadegoù e meur a lec'h da souten ar referandom e Katalunia evit pe 'enep na vo dizalc'h ar vro. E Gwengamp 'oa bet bodet un 50 bennaket a dud dec'h d'abardaez noz, diwar galv an tu-kleiz dizalc'hour, da disklêriañ doareoù ar guardia civil, polis bro spagn. en tu all da seizh kant a dud a vefe bet gloazet gant ar guardia civil disul, war-dro d'ar referandom, tud a faote dê mont da votiñ tra ken. Ur ger-stur pennañ e Gwengamp dec'h: « Breizh Katalunia kengred ». Guillaume Bricaud, 'touesk an aozerien dec'h, a lâr deomp abalamour da betra 'n em vodañ. gant Tugdual Karluer