Festival sinema Dinarzh: un tamm sell war ar palmares
Disul eo disoc'het festival sinema Breizh Veur Dinarzh. Evit an 28vet gwezh eo deuet ar gumun vihan da vezañ kêr-benn ur sinema savet deus an tu all deus mor Breizh. 6 film a zo bet dibabet ar bloaz-mañ evit kenstriviñ da resevout priz an Hitchcock Aour. Mez, ouzhpenn a re-se, vez skignet un hanter-kant film bennaket all er gêr gouronkiñ, evit brasañ plijadur ar filmgarourien c'hall. Catherine Delalande a zo en o zouezh. Goulet he deus Tunvezh Wloagen-Grandjean diganti penaos he deus bet kavet an dibap kinniget ar bloaz-mañ gant ar festival...
Ar film-se, « Pili », savet gant Leanne Welham, ouzhpenn kaout ar priz poblek 'n eus resevet Meneg Ispisial ar Jury. An Hitchcock Aour, eñ, a zo bet aet da « Seul la Terre » gant Francis Lee, hag Hitchcock ar Senario a zo bet roet da Nico Mensinga evit skrid ar film « Daphne ».