àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Al labourerezh douar biologel a zo war gresk braz bep bloaz

Al labourerezh douar biologel a zo war gresk braz bep bloaz

E 2016 zo bet 310 stal oc'h en em dreiñ war zu ar bio e Breizh, pa ve bet 137 « nemetken » e 2014. Ar pep brasañ outo a zo produerien laezh. Liammet start eo an difoc'hioù a vloaz da vloaz gant an enkadennoù hag ar priz roet d'al labourerien douar. Bremañ pa zo bet graet ar striv gant kalz baizanted en un taol, eo bihanoc'h o niver a chom gant ar c'hoant mont war zu ar bio. Met chom a ra outo. Evit sikour anezho da welet da belec'h e yafent en ur cheñch o doareoù da broduiñ, zo bet lañset un heuliad emvodoù e Penn-ar Bed. Erwan Leroux a zo labourer-douar e Rosnoen hag ezel kuzul merañ ar c'hooperativ Biolait. Kejet he deus Tunvezh Wloagen-Grandjean gantañ en un deus an emvodoù dec'h da noz. Goulennet he deus digant ar produer laezh perag voe deuet da gemer perzh en emvod-se.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio