8vet Azezoù ar Besketerezh ha Produioù Mor 'ba Kemper
War daou zevezh voe dalc'het Azezoù ar Besketerezh ha Produioù ar Mor e Kemper. An 8vet bloazvez eo d'ar stroll kazetennoù LeMarin ha Ouest-France aoziñ an darvoud, bep wezh en ur gêr zisheñvel. Eno, e vez an dud gant pouez e bed ar pesketiñ, o kemer ar gaoz war ar sujedoù braz a-vremañ. Ministr al Labourerezh-Douar 'n oe kemeret perzh diryaou. An darvoud ne voe ket digor anezhañ, met gouestlet d'an dud a vicher nemtken. E touez ar 700 den bet graet an diblasamant bemdeiz, voe kavet dreist holl kooperativoù pesketiñ, embregerezhioù braz pe dileuridi ar stad. Nebeut tre a besketerien a voe en em ziblaset. Goulennet he deus Tunvezh Wloagen-Grandjean, petra eo ar sujedoù braz, a zesach evez ar pesketiñ er mare-mañ, digant Christian Gouerou, rener Penn-ar-Bed ar gazetenn Ouest-France.