Kod ar labour : un eil devezh stourm.
Un devezh stourm enep reform kod ar labour oa hiziv e Frans a-bezh.
Nebeutoc'h a dud a zo bet er straedoù evit ar sihun dremenet. Galvet e oa da vanifestiñ get ar CGT, Solidaire, FSU hag an Unef. Tro dro 8000 a dud e Breizh pevar departamant ar mitin-mañ ha 4000 a dud e Naned pa oa 37 000 a dud ar sihun baset. E Kemper e oant etre 600 hag 800. Gouiamp pelloc'h get Tunvezh Wloagen-Granjean. Aterset he deus Christelle Nihouarn, labourerez-douar.