àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Petit paysan

Petit paysan

SIN-170922-PETIT PAYSAN.docx PETIT PAYSAN Ur film sevenet gant : Hubert Charuel (2017). Gant : Swann Arlaud, Sara Giraudeau, Bouli Lanners (1e30). Un amzer zo bet e oa an darn vrasañ ag ar boblañs peizanted. Ha peizanted vihan. Ma zud-kozh a oa bet peizanted vihan a-hed o buhez, ha lod ag o bugale ive d'o zro. Mez goude ar brezel diwezhañ en doa komañset ar bed da chañch a-vraz. Ur bochad gwazed yaouank a glaske kuitaad ar bed-se, war-un-dro, amañ e Breizh, gant ar brezhoneg. Brezhoneg, tier-plouz, botoù-koad ha saout da c'hoeriñ beb mitin ha bep enderw-noz, koaven da ribotad ur wezh ar sizhun ha kas an amanenn da Henbont, bevañ plaen edan an amzer hañv-gouañv, toud an traoù-se a oa daet da voud heuguz evid ar re yaouank, merc'hed enkontet. Dober o doa a ginkladurioù kêr, a weekendoù dijabl, ag un oto da bourmen o c'haliteioù d'ar Sul. Dober o doa a gomz galleg flour hag a daoliñ en tan ar pezh a oa daet da voud diamzeret dindan o selloù modern : taolioù koad, pa lufre muioc'h ar re "formica", ken aez da netaad ; armenerioù kizellet, pa veze ken aez ar plakardoù "novopan". War ar maezoù zokén e oa red kas un taol skubellenn a-vraz : an adlodennadur, hag a zistresas ar maezadoù, dre deurel gwez braz daou gant vloaz, chomet goude da vreinañ edan an drez ; dre stankañ an niwc'harzhoù gant ar gerzhier koadeg boutet e-barzh gant tourterioù kreñv ha trouzuz (ouzhpenn 800 000 km distrujet etre 1945 ha 1983 !). Kaset e oa bet an traoù da benn gant ar ministr Pisani adal ar bloazioù 1960. Keuz en doa bet goude, war am eus klevet. Responteg mez pas kabluz. Mez ne dalvez ket ar boan trueziñ d'an amzer. En ur bed arall omp bremañ. Ar peizant bihan, er film-mañ, n'eo ket unan a Vreizh. Mez pezh diforc'h etre ur peizant a reter ar Frañs hiziw hag unan ag ar vro-mañ ? An daou a komz galleg, an daou a gondui un traktor bennag, an daou o deus ur mekanik da c'hoeriñ ar saout. Gant ar film e welomp ar gwaskoù a bouez war souk ar beizanted hiziw. Gwezhall e oa ar beizanted roueed en o domanïoù. Taosoù a baeent, rag dober en deze ar roue ag o blankoù. Mez evid ar peurrest e kasent o zraoù evel ma karent, gant sikour o skiant-vad hag an oll grennlavarioù a veze evel kentelioù-skol dezhe. Hiziw e c'hoari kontroll ar laezh warne, kontroll ar vedisinerion-loened, kontroll ar melestradur torr-penn. Red dezhe ouzhpenn kaoud ur c'hontaouer a-vicher d'o sikouriñ. Un niverenn a vez agrafet douzh skouarn peb buoc'h, ha ne gont ket o hanwioù tamm ebed. Mar anav ar peizant bihan hanw e saout, penaoz e c'hellehe an heni en deus pemp kant anezhe o galviñ dous ? N'eo ket ar film un testeni direbech, pe un teulfilm fidel diwar bed ar beizanted vihan hiziw-an-deiz, daoust d'ar sevener boud mab peizanted produerion-laezh. Sur ne vehe ket aez bevañ disoursi diwar un dregont buoc'h hebkén. Kredabl eh eus douaroù arall, evid gwinizh, pe maiz, n'o gwelomp ket. Ha pa sko ar c'hleñved war tropell an den yaouank e vez diskouezet emzalc'hoù re ziwirhañval. Mez ne vern. Arabad pizmikañ. D'an achuamant e chomo Petit paysan ur film hag a lakay tud kêr (ar re yaouank ne gredan ket) da soñjal un herrad e buhez uvel an dud-se a vag an denelezh. Modoù arall zo da vagañ ar bed, ha brud ha yalc'hadoù argant helaezh evite, gant tachennoù divent, tropelloù mil buoc'h... Evid mad piw ? Mad ar loened ? Mad an dud ? Evel ma lâre Jean-Claude Pierre, dober hor behe a selled douzh an douar evel douzh un dra sakr pe, gwell c'hoazh, ur boud béw da respetiñ. Ale, esperomp : a-benn àrc'hoazh e vo e-mod-se. Jean-Claude Le Ruyet.20170922a.230F.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio