àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Internet : ar ".bzh" rak-dibabet gant an ICANN

Internet : ar ".bzh" rak-dibabet gant an ICANN

A benn nebeut marteze 'vo gwelet war internet lec'hiennoù o echuiñ gant ".bzh", e lec'h ".fr" pe ".com" pe c'hoazh ".net" ? Ar vartezeadenn-se a zo aet war raok ar sizhun tremenet pa 'z eo bet embannet gant an ICANN - an aozadur amerikan a ra war dro an internet - roll ar chomlec'hioù nevez a c'hello marteze bezañ implijet war ar genrouedad adaleg 2013. E touez ar 1350 loster nevez, rak-dibabet gant an ICANN, e kaver neuze ar ".bzh". Lañset oa bet ar soñj-se e 2004 gant Christian Menard, depute UMP eus Kastellin. Sikouret oa bet da heul gant Mikael Bodlore noa lañset ur skrid-goulenn dre internet ha gant David Lesvenan, kuzulier-kêr eus an tu kleiz e Kemper, deuet da vezañ prezidant ar gevredigezh "www.bzh". Ar raktres 'zo bet arc'hantet gant ar c'huzul rannvro Breizh, Kemper Kumuniezh ha kuzul dapartamant al Liger-Atlantel. Ur seurt Celib mod-nevez eo gant izili a bep tu politikel, bodet evit difenn asambles ur raktres a-bouez evit Breizh. Christian Demeurée-Vallée, sekretour ar gevredigezh, a zigas displegadennoù deomp war an implijoù gortozet.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio