àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

120 battements par minute

120 battements par minute

SIN-170908-LES PROIES.docx LES PROIES Ur film sevenet gant : Sofia Coppola (2017). Gant : Nicole Kidman, Colin Farrell (1e33). En ur momant difer ag istor an Amerik he deus lakaet Sofia Coppola tem ar film skrijuz-braz-mañ. E-pad ar brezel etre Nordisted ha Sudisted e oa daet ur soudard kevredet d'en em goll, gloazet, e bro e enebourion, goude boud kuitaet an dachenn-emgann evid salviñ e vuhez. Daet e oa da semplañ en ur c'hoad e-tal ur skol-lojañ evid merc'hed kristen pinvidig o familhoù. Er batimant braz ogozig goulle e oa chomet diw vaouez hebkén evid ober war-dro pemp pañsionerez yaouank n'o doa ket gellet kuitaad ar lec'h evid abeg pe abeg. Taol chañs evid ar soudard yaouank : kavet e oa bet gant unan ag ar pañsionerezed daet d'ober un droiad er c'hoad da glask kabelloù-touseg. Ha kaset ganti gant poan da gavoud repu er skolaj. Gwelet e vez e c'hell ar chañs troiñ da fall meur a wezh, ha buan. Gwelet e vez e vez planedenn an den douzh henn gortoz pa vez an eur, kalz ne vern ar pezh a ra evid klask achap a-zoc'h krabanoù an Ankoù. Gwelet e vez ive penaoz e c'hell gwander maouezi zo, tener, dous zokén, troiñ da dàerded yein pa seblant dezhe ema o buhezioù en arvar. Boud eh eus ur sorbienn hag a gont istoer un den hag en doa spurmantet Azrael, ael ar Marw. Hennezh, war a seblant, en doa taolet ur sell leun a gounnar douzh an den-se : e dro a oa da voned gantañ, tre evel ma ra an Ankoù seblantoù d'ar Vretoned p'en dez divizet d'o c'has d'ar bed arall gantañ. Ha setu an den é redeg buan beteg palez ar roue Salaun ha d'henn aspediñ : "O roue meur, a-wael, a-wael, grait evid ma vin kaset diouzhtu da Vro-India d'an nebeutañ rag tuchant em eus spurmantet Azrael, ael ar Marw, ha eñv en deus taolet ur sell leun a fulor warnin. O meurdez, ma sikourit, kasit-me pell a-vamañ evid ma ne vin ket kaset gantañ diouzhtu. Yaouank on c'hoazh ha n'em eus ket c'hoant da vervel ken abred !" Hag ar roue Salaun, ken fromet gant istoer an den-se, henn laka da voned da Vro-India war askell an avel (ur strobineller ag an dibab e oa ar roue Salaun, evel-just). An deiz war-lerc'h, setu ar roue Salaun é vale e kêr hag en em gavoud a ra gant Azrael. "Petra zo degouezhet dec'h, a c'houlenn Salaun gant Azrael. Daet un den d'am aspediñ d'henn kas da Vro-India a-gaoz ma ho poa taolet ur sell a gounnar doutañ !" - Tamm ebed, a respontas Azrael, ne oa ket ur sell a gounnar, mez ur sell a souezh. Rag Doue en doa goulennet ganin moned da glask e vuhez e Bro-India, hag estonet-braz e oan bet douzh henn gwelet amañ. Biken, am boa soñjet, nen do amzer da voud e Bro-India a-benn àrc'hoazh, ken pell m'ema !" Ur film terrubl eo, na nend eo. Un akt a garantez, un akt a druez hag a dro da wallhune war ar prim. Diaez eo komz anezhañ dre ar munud heb dizoloiñ steuñvenn an istoer ha diflouriñ ar mister deoc'h, ar pezh a vehe pec'hed, rag kuitaad a ra an arvester ar sal sinema badaouet un tamm, red eo henn lâred. Simudet e chom an den pa guita e azezenn vlod... Hama, deoc'h da ouied memestra, mez e berrgomzoù : setu ar soudard degemeret en ti ha seizh plac'h éc'h ober war e dro, evid henn lakaad pare. Mez a nebeudigoù eh a an traoù da dreñkañ, abalamour d'ar seks, abalamour d'ar warizi etre ar merc'hed, abalamour da c'hoantoù ar soudard. Emberr e vez taolet reolennoù ar relijion ha tabouoù ar gumuniezh gristen-se d'ar blotoù pe d'an doullenn... Jean-Claude Le Ruyet.20170908b.228F.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio