Stourm enep ur stal sevel moc'h e Plovan
War ar maez eo diaes kaout e di e kichen ur stal sevel moc'h. E Plovan e Penn ar Bed o deus an annezidi en em strollet dindan an anv CAFUB (Collectif pour une alternative aux fermes usines en Bigoudénie). Stourmiñ reont evit ma ne vo ket brasaet unan outen : an SARL La Vallée, e Kerviel. Ar pal a zo da broduiñ 18 000 moc'h ar bloaz eno. E 2016 e soñje d'ar C'hAFUB oa aet ar gwir ganto : un ali negativel oa bet roet gant an enklask foran. Mez souezet int bet p'en eus kaset ar prefed un eil enklaskourez da adober un enklask. Div sizhunvezh 'zo he deus neuze Françoise Marzin, un amezegezh ar stal, kaset un amoug da di-kêr Plovan (pe ur recours) evit ma vefe nulet an aotrez sevel ar c'hrav nevez. Ma ne vo ket nulet aotrez sevel ar savadur moc'h gant ti-kêr Plovan e vo kaset ar recours d'an ti-barn melestradurel gant Françoise Marzin. Jean Michel Nicolas, deus ar C'hAFUB, azo deus mikro Tunvezh Wloagen-Grandjean.