àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

CATHERINE RINGER "Ring 'n roll" (2011) 1/5

CATHERINE RINGER "Ring 'n roll" (2011) 1/5

30 vlez a vicher he deus Catherine Ringer ha newazh, setu he hentañ albom-studio solo : Ring 'n Roll. Banehoñ e adkavamp liw Rita Mitsouko, ar strollad he doa savet ged Frédéric Chichin e 1980. He homper, soner-kitar, galant, tad he bugale, oa waet d'an Anaon d'an 28 a vis Kala-Gouiañv 2007, ha diviset he doa da voned àr-raog, da soniñ àr ar leurennow, pezh vez klewet barzh an albom live enrollet ba La Cigale e 2008. Derhel da vont n'ew ket bet ken aes, mes un deiz bennag he deus galwet ar produer amerikan Mark Plati (eñv noa labouret àr Variety dija), ha setu ràet lañs d'ar raktress-mañ. Ring 'n Roll, un titl bew, unan a stourm iwe. Na boud n'eus ket bet james a skuilh ged Rita Mitsouko (hè deus bepred diwallet d'o buhez personel), amañ eh eus kanennow a vegin a-dra-sur : "Rendez-vous" (savet ur sort raog marw Fred) pe dreist-oll "Mahler", 'menn ma kana Catherine Ringer en enor d'he far, fromus hag elevezieg àr-un-dro. A-du'rall e tisoloamp kanennow skañvoh ("Vive l'amour"), re rock ha seh ("Punk 103"), ha mem taoliow-essae souezhus-awalh ("Got it sweet", ged he flaouit é nijal a-us d'ur leur elektro). Un albom dowbenneg ew Ring 'n Roll neuse, àr dachenn ar santimantow (joeius pe tristoh), ar yehow iwe (galleg ha saosneg), ar son hag hor lak da fichal etre rock ar 90s hag an hip-hop a-vremañ (ar raper a Vrooklyn RZA da skwer, unan ag ar Wu Tang Clan, neus kempennet un nebeud kanennow). Ewid ar posiow he deus kavet he hent-hi, etre limajow ar varzhoniezh hag ar santimantow eeun. Disoloamp ur bladenn newez, ha degemeramp en he eil buhez Cathringer. LUCE "Été noir" in Première phalange (2011 . Sony Music) ADELE "Rolling in the deep" in 21 (2011 . XL Recordings) ADELE "Lovesong" in 21 (2011 . XL Recordings) SYLVIE VARTAN feat. JULIEN DORÉ "Soleil bleu" in Soleil bleu (2010 . Columbia) CATHERINE RINGER "Quel est ton nom" in Ring 'n roll (2011 . Because) CYNDI LAUPER "Girls just want to have have fun" in She's so unusual (1983 . Portrait) ___Titourow arall___ : > Moaian vez da zisoloiñ strollad Raoul Chichin, Raoul And The Crazy Dog àr o fajenn MySpace. > D'an 30.7.2011 e sonay Catherine Ringer ba Malestreg e-pad ar festival Au Pont Du Rock.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio