àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

12 hentad brezhoneg-galleg 'zo bet digoret evit ar bloavezh skol 'mañ

12 hentad brezhoneg-galleg 'zo bet digoret evit ar bloavezh skol 'mañ

Setu graet an distro-skol e pep lec'h er vro. Evit ar re vihanañ eo bet ur pezh dizoloadenn : ur lec'h nevez, keñseurted nevez, hag ur yezh nevez evit lod. E Breizh 5 departamant 'zo bet digoret 12 hentad divyezheg ar bloaz-mañ. En o mesk, hini Pleñver (distagiñ « Pliwir ») e-tal an Alre hag a zo bet digoret er skol bublik « ar Groez Ven », get 26 krouedur. Ar sifr uhelañ a-fed digoradurioù ar blez-mañ en akademiezh a-bezh. Un taol kaer, ur gwir klaoustre hag ur gwir c'hoant ma kresko an traoù 'benn an bleadoù da zonet evit ar skolaer Morvan Provost. Kontiñ a ra deomp an devezhioù-skol ketañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio