Kontradoù skoazellet : sonj Paul Molac
Estroc'h evit bar rouedad Diwan eh eus diaesamanted. Ar strollegezhoù lec'hel pe kevredigezhoù a-bep seurt a vo ret dezhe adstudiañ o budged àr ar prim, chom hep gobriñ tud ha bihanaat o obererezhoù. Dipitet eo ar c'hannad Paul Molac é welet ar feson mard eo bet embannet deviz ar gouarnamant, en un taol hag e-pad an hanv. Skrivet en deus ur lizher da Vurielle Penicaud, ministrerez ar labour. Hiroc'h getoñ.