àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

CAPTAIN KID "67 songs" (2012) 1/5

CAPTAIN KID "67 songs" (2012) 1/5

A-pa oa krennard e sone Sébastien Sigault ba strolladow-rock. Diwezatoh en deus studiet ar filosofi hag ar sinema. Er 2000s en deus bet hoant da soniñ en-dro, da sevel e ganennow-eñv ha d'o diskoueziñ d'an dud. E 2008 en doa embannet un disk berr, Impedimenta, hag e 2011 ema bet klewet partoud ged e single "We & I", impleet barzh ur filmig-bruderezh àr ar skinwel. Albom kentañ Captain Kid (e anw-leurenn) so dàet er-maes e 2012, kensavet ged ar saver-kanennow Julien Ribot hag ar vusissianed Jérôme Laperruque, Jérôme Pichon ha Grégory Jacques. Un albom kisellet fin ew 67 songs, klassel-awalh, levesonet ged ar musik pop a Vreizh-Veur hag ar folk amerikan, maget ged ar romantism gall hag un tamm mad a hiraezh, a velkoni. Captain Kid neus gwraet ged telenn, violoñ, ha memes klow-kerden ("Sad waltz"), souezhus ew e vouezh, ressis ha majik, ha chik ew an albom en-e-hed. Ni soñja ba Nick Drake, Scott Walker, pe Syd Matters. Folk, pop, rock iwe : setu un arzour gall a vo red selow er bleziow é toned a-dra-sur ! ROEK'S FAMILY "Get yourself a ticket" in 45t (1968 . Park) NEIL YOUNG "Oh Susannah" in Americana (2012 . Reprise) > Lehienn ofissiel WILL STRATTON "You divers" in Post-empire (2012 . Talitres) > Lehienn ofissiel CAPTAIN KID "We & I" in 67 songs (2012 . Discograph) PHILIPPE UMINSKI "Mon premier amour" in Mon premier amour (2012 . Columbia) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio