Keleier 5:30
@@@Piv a ra àr-dro an ekonomiezh kengred ha sokial e kornad Pondi ?@@@
Setu ur renabl kaset da benn get bro Pondi evit gouiet piv a laboura àr an dachenn-mañ er vro ha penaos krouiñ liammoù etreze. Klasket 'zo atersiñ a-bep seurt kevredigezh dre skwer. En o mesk an MRJC, lec'h m'emañ an dud yaouank kustumet da gas raktresoù da benn. Rozenn Le Dréau a laboura evit an MRJC er Morbihan a-c'houde 2 vlez. Displeg a ra deomp hiroc'h.
An atersenn
@@@Dornskridoù Anjela Duval àr ar rouedad.@@@
Hiziv, e skol-veur Roazhon 2, 'mañ igoradur dornskridoù Añjela Duval bet lakaet en linenn. Ur pezh labour renabliñ ha niverelaat zo bet 'raok gellet o reiñ da welet d'ar muiañ niver. Ronan Ar C'hoadig 'neus anavet mat Añjela Duval, hag emañ e penn ar gevredigezh «Mignoned Añjela», n'eus bet lañset ar labour, lâret 'ra deomp penaos eo bet kaset. Get Tudual Karluer.
Amañ
@@@Un davarn nevez 'ba Forest-Landerne.@@@
É paouez digor he zavarn emañ Monique Lagadeg. Cafe an ti-gar e anv. Eviti eo ur mod da cheñch buhez goude bout bet mestrez-skol 'pad nav vlez àrn-ugent.
Selaouomp dohti douzh mikro Erwan Blanchard