Brudañ ar brezhoneg dre an tele
Ur c'houlzad brudañ ar c'helenn brezhoneg ha divyezhek 'zo lañset gant Ofis ar Brezhoneg 'vit ar bloaz mañ. Ur c'houlzad diwar youl tud ar rannvro. Hag evit ar wech kentañ 'vo gwelet spotoù war an tele da ditouriñ. Kenfdalc'het 'vo da implijout modoù ordin 'vel ar skritelloù. Met deomp da selaou displegadenoù ///Fulup Jakez///, rener an Ofis, ouzh mikro ///Erwan Blanchard///.